Breizh ma bro, breizh atao.

Drianke

اللهم إفتح لنا أبواب الخير وأرزقنا من حيت لا نحتسب
Contributeur

Les paroles dont de Jean-Pierre Le Scour (1814-1870)
Plac'hig Eusa (La petite fille d'Ouessant)

En enez Eusa, ur plac'hig
Yaouank, fur, koant 'vel un aelig,
He hano oa Kaourintinik.

Siwazh ! ne oa ket pemzeck vloaz,
Ar plac'hig a zouge he c'hroaz.

E-c'harz ar mor, war ur garrek,
Kaourintinik wele dourek.

A greiz he c'halon, he fedenn
A zavas d'ann eñv evel-hen :

O stourm oc'h listri ar Zaozon,
Ma zad zo beuzet er mor don.

Kalon ma mamm baour a rannaz,
Gant ar c'helou-ze, pa glevas.

Me n'em euz den, allaz ! Bremañ :
Petra rin-me war ar bed-mañ ?

Me n'am eus mui war an douar
Na tad, na mamm, na kar, na par ;
Ma bukez vo kañv ha glac'har.

Ar paour en eñv deus un tad,
Hag e Rumengol ur vamm vad !
 
Haut